Uibhist a Deas

Delwenn Itron Varia an Inizi

Uibhist a Deas (distaget [ˈɯ.ɪʃtʲ ə tʲes̪]), South Uist e saozneg, zo unan eus an Inizi Gall e kornôg Bro-Skos. Hervez niveradeg 2001 e oa 1,818 a dud o chom enni.

Ur mirva naturel eo, ha meur a lec'h a dalvoudegezh hendraouriezhel zo. Kavet e oa bet aze momiennoù ragistorel. 90% eus an dud a zo katoliked. Bev eo ar gouezeleg. "Deasaich" (Kreisteiziz) a vez graet eus an dud e gouezeleg.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy